Attention : l’exécution de JavaScript est désactivée dans votre navigateur ou sur ce site. Vous risquez de ne pas pouvoir répondre à toutes les questions. Veuillez vérifier les paramètres de votre navigateur.
Goulennaoueg Divskouarn

Demat d'an holl,
Poent pe boent ho peus labouret gant Divskouarn pe ho 'peus bet eskemmoù ganeomp. Keveler pe degemerer labour Divskouarn eo ho aozadur.
Pell zo e labouromp war dachenn ar stummañ (2009 da nebeutañ), ha donoc'h omp aet ganti abaoe 2012 gant tutañ Virginie Pronost, diorroerez tiriadel ha pedagogel. Kinnig a reomp devezhioù tematek (rimadelloù ha frazennoù, ober gant an dafar pedagogel, krouiñ e zafar pedagogel, ober gant malizenn Skouarnig) a-hed ar bloavezh ha kemer a reomp perzh e stummadurioù hir kinniget gant aozadurioù stummañ war ar brezhoneg.

Goude 6 bloavezh labour war dachenn ar stummañ, en em gav Divskouarn diaes dre vras pa n'omp ket deuet a-benn da zegas trawalc'h a emarc'hantaouiñ diwar an ober-se. Se zo kaoz hon eus goulennet sikour an DLA (stignad lec'hel ambroug) deomp ni da gaout ur studiadenn da henchañ ac'hanomp.
A-raok divizout mont gant an hent-mañ-hent, e c'houlennomp diganeoc'h reiñ ho soñj war dachenn ar stummañ brezhoneg ha bugaligoù en ur respont d'ur c'houlennaoueg hon eus savet asambles gant arbennigourien an DLA.
Trugarekaat a reomp ac'hanoc'h en a-raok evit ar pennad amzer a lakoc'h war an dra-se, rikouret mat e vimp evit diorren Divskouarn.

Trugarez da respont deomp d'an diwezhatañ d'ar sul 17 a viz Even.

Il y a 19 questions dans ce questionnaire.
Piv oc'h ?
Anv
Anv-bihan
Framm
Perzh
Darempred pellgomz
Daoust-hag oc'h keveler gant Divskouarn ?
Daoust-hag oc'h degemerer labour Divskouarn ?
1. An ezhommoù-stummañ
Petra eo an ezhommoù stummañ war dachenn ar brezhoneg ha bugaligoù ?
(padelezh ar stajoù : berr pe hir, temoù ha poentoù ispisial…)
2. Ar stummañ
Ha pouezus eo stummañ an dud war bed ar brezhoneg ha bugaligoù ?
Perak ?
Daoust-hag eo ur brioriezh hiziv an deiz ?
Perak ?
3. Ar Stajidi
Penaos ober evit sachañ an dud war-zu ar stummadurioù-se ?
Petra a vir ouzh an dud da vont d'en em stummañ ?
Penaos ober evit sikour ar re o defe c'hoant d'en em stummañ ?
4. Kinnigoù-stummañ Divskouarn
Ha respont a ra Divskouarn d'ho ezhommoù e-keñver ar c'hinnigoù-stummañ ?
5. Kreñvaat ar stummañ e Breizh
Daoust-hag e c'hellfe kenlabourat frammoù asambles evit kreñvaat hag efedusaat ar c'hinnig ?
Ha penaos ?
6. Traoù all
Ma ' peus c'hoant d'ober kinnigoù pe da lâret ho soñj diwar-benn labour Divskouarn en un doare ledan :